C'hoant da vezañ den a-youl-vat nevez-amzer ar sonerien Lannuon ?
Deuit ganeomp
Ur gouel 100% a-youl-vat, 100% plijadur !
Bepred e vez ezhomm eus tud-a-youl-vat : a-raok, e-kerzh ha war lerc'h ar gouel ! Deuet 'ta hardi da
reiñ dorn deomp ha kemer perzh d'ur prantad leun a blijadur ganeomp !
Perzh bras an darvoud diwezhañ zo dleet d'an tremen 100 den a-youl-vat o deus roet buhez d'ar
gouel ! Evit ar bloaz o tont e vo ezhomm muioc'h evit biskoazh dionte !
Petore kefridioù gant an den a-youl-vat ?
E-pad an darvoud, ar re youlek a vez lakaet da bostoù a-bouez ha liesseurt : surentez, preti, tavarn, kef, stal, degemer an arzhourien, merañ ar strolladoù... ezhomm zo dionte a-raok ha goude ar gouel da staliañ ha distaliañ an traoù war al lerc'h. Pep barregezh zo degemeret mat !
Pouezus eo an emvod titourañ evit an aozañ ha kas da benn ar gouel evel zo dleet, goulenn a reomp diganeoc'h dont dezhi ar muiañ ar gwellañ.
Follenn enskrivañ
Pour rejoindre notre belle équipe de bénévoles pour l’édition 2024, c’est malheureusement trop tard… Rendez-vous en 2025… ou en 2024 dans le public bien sûr ! 🙂
Karta an den a-youl-vat
C'hoant 'peus da c'houzout hiroc'h diwar al labour a-youl-vat e touesk ar gevredigezh Nevez Amzer ar Sonerien ? Petore gouestloù eus da berzh ? eus perzh ar gevredigezh ?